compteur

Cantique en breton pour les naufragés (30 août 2015)

INTRON Varia Beg ar Raz,

Dirazoc'h e ma ar mor braz,

War hon listri, war hor bagou,

Savit ho torn leun a hrasou.

 

1 - War zouar Plougon, e Beg ar Raz,

A bep tu, war vel d'ar mor braz,

D'ar Verc'hez Vari 'zo savet,

Eun imaj marbr, kaër meurbet.

 

2 - Mari, war e breac'h galloudus,

A zo ganti e mab Jézuz,

E-harz e zreid, hanter-veuzet,

Eur martolod 'zo daoulinet.

 

3 - Hag e wel ar Mabig Jézuz,

Ken dous ha ken madelezuz ,

O hasten e zaouarnigou,

'Vit hen tenna d'eus ar tarziou.

 

4 - Hag ar Werhez, ken dous, ken mad,

A unan gant Jezuz he Mab,

'Ra ive eur zell a druez,

Warzu ar paour martolod kêz.

 

5 - O Mamm Doue, leun a enor,

C'hui a zo steredenn ar mor,

C'hui 'zo mamm ar vartoloded,

Ha sikour an oll Vretoned.

 

6 - A dost, a bell, e pep karter,

Bep vech pa vezim en danjer,

Ouzoc'h, gwerc'hez, ni n'em voestlo,

Ha sûr, C'hui Mamm, hor zikouro.

 

7 - Hag er gêr hor bugaligou,

hor gragez paour hag hor mammou,

Evidomp, O Gwerc'hez Vari,

Devez na vankint d'ho pedi.

 

8 - War mor ar bed, O Mamm Doue,

Diwallit mat ho pugale,

Hor 'hasit oll d'ar Baradoz,

E ma Jezuz ous hor gortoz.

15:52 Écrit par Gwiaderarstered | Lien permanent | Commentaires (0) |  Facebook |