Baranton (brezhoneg) (21 septembre 2015)
Baranton
Feunteun wenn
Feunteun vras
Feunteun aour
Dour ha tan
Eus an douar
Stêr nevez
Stêr ar c'hoad
Koad benniget
Koad an amzer dremenet
Pelec'h emañ Roue Arzhur hag e varc'heien ?
Pelec'h emañ Merzhin ?
E-barzh an amzer dremenet ?
Pelec'h emañ Viviana ?
O tañsal emaint
O tañsal
E-barzh an aer
E-barzh ar c'hoad
E-barzh an amzer dremenet
Baranton
Baranton
Feunteun wenn
Feunteun gozh
Dour gwenn
Dour benniget
Evit an amzer da-zont
Dour gwenn
Evit ar galon
Kalon ar Bed
Bed a-vremañ
Merzhin
Merzhin
Kan ma breur
Kan ma breur
Evidomp
Ar frankiz
Ar garantez
Ar joa
Bepred
Bepred
Bepred
09:52 Écrit par Gwiaderarstered | Lien permanent | Commentaires (0) | Facebook |