Beg ar Raz (10 octobre 2015)
Beg ar Raz
Beg ar Raz
Beg ar Van
Penn ar Bed
Bed an Anaon
Penn ar Vro
Bro galed ha don
Bro ar mor bras
Bras ha don
Selaou ar mor
Divent ha don
Didal ha don
Didal ha du
Soud ebed
Goueled ebet
Mor dizuj
Mor kevrinus
E-kreiz an avel
Selaou a ran ar besketourien
Anaon ar besketourien
Steuziet e-kreiz ar mor don
Mor Breizh
Selaou a ran avel ar bedoù steuziet
Selaou a ran mouezh
An Anaon
O ouelañ e-kreiz
Ar mor don
E-kreiz an avel
Avel Mamm ar Bed
O beilhañ war an Anaon
O beilhañ war ar Bed
O beilhañ
Noz deiz
War ar Vro
Me a gar
Me a gar
Ar mor bras
Mor Breizh
Kof benniget
Ar pobloù
Pesked benniget
Ar Bed
Trugarekadennoù
D'ar pesked
D'ar besketourien
D'hon Tad
E-kreiz kalon
D'hon Mamm
D'ar Vuhez
D'ar Spered Santel
Amen
17:35 Écrit par Gwiaderarstered | Lien permanent | Commentaires (0) | Facebook |