Kan ar jagwar (09 décembre 2016)
Kan al loar
Kan ar jagwar
E-pad an noz
Noz du
Gwenn ha du
Sklerijenn wenn
E-kreiz ar goumoulenn
Wenn
Bann ar sklerijenn
O toullañ
Ar goumoulenn
Wenn
Kan al loar
Kan ar jagwar
Dindan al loar
Soñj m'eus
Sioul
Sioul
Gwelet m'eus
Ar gorriganed
O tañsal
Tro-war-dro
Ar mein gwenn
Mein an douar
Mein plantet mat
E-barzh an douar
Sonn
Sonn
Dindan al loar
Kanañ a ra ar jagwar
Dindan an oabl
Dindan ar sterenn
O tegemer ar sklerijenn wenn
O tegemer an nerzh
Nerzh an douar
Nerzh an heol
An douar hag an heol
Mammoù ar vuhez
Hag e-pad an noz
Selaou a ran ouzh ar jagwar
Kri ar jagwar
Kuzhet e-kreiz ar c'hoad
Kuzhet e-kreiz an noz
Dindan al loar
Chom a ran
Sioul
Sioul
Selaou a ran
Galv ar jagwar
Evit an douar
Evit Mamm an Douar
23:12 Écrit par Gwiaderarstered | Lien permanent | Commentaires (0) | Facebook |