compteur

Mont gant Hent ar stered (28 février 2017)

 

 

15 10 12 1 Vue de la véranda.JPG

Mont gant Hent ar stered

 

Mont gant hent ar stered

Faotañ hent an Neñv

A-denn-Ene

Hep melkoni

 

Strinkañ en Neñv

En ur c'haoliata ar stered

War varc'h

War dreizh ar Vuhez

En noz

E avel an hanternoz

 

Bannikat er stered

War ar Bannoù skedus

Unded an holl danioù-stered-se

 

Bannikat gant ar gouleier

 

Marc'hekadenn gaer

Steredennet

Nijadenn gaer

Ar C'hwezh

En noz

Hep trouz

 

Nemet dre c'halloud ar Spered

Ar Spered divent

A c'hoari

Deiz ha noz

Gant ar stered-dared

O fustañ en avel

En un oabl hep loar

 

C'hwezhañ ar yenijenn,

An dommeder

Avel Kalon an Hollved

Avel en e-unan

O wagenniñ

E froudoù divent

Ar Vuhez

O tibuniñ an Hentoù

Steredennet

Nemet a-sonj

Unelaat ar bedoù dibad

Dre zudi

Dre garantez

 

Nezañ Neudennoù Aour

Karantez-Doue

Divent

Divent

E Kalon kevrinus

An Neñvoù

 

Evel-se bezet graet

 

 

 

(Troediget gant Kristen Al Lae) Voir "Sur le Chemin des étoiles" (22/01/17)


 

08:56 Écrit par Gwiaderarstered | Lien permanent | Commentaires (0) |  Facebook |