Mouster Ruz (05 mars 2017)
Mouster Ruz
Mouster Wenn
Mouster ar mor
Selaou mignon
Mignon
Selaou mignon ker
E-kreiz da galon
Ar mor don
Don
Don
Selaou ar son
Don
Don
Son ar besketerien
Kollet
Ankounac'het
E-kreiz ar mor
Don
Don
Selaou heklev an donderioù
Donderioù ar mor-bras
Lusk
Don
Lusk ha don
Ar mor-bras benniget
O kuzhat en e galon
Heklev mouezioù
Ar vartoloded kollet
E-kreiz an donded
Donded an oabrenn
Lusk
Don
O roulañ
E-kreiz an amzer
Diaraok
A-vremañ
Don
Don
Kan an Anaon
Kollet
E-kreiz an Ene
Ene ar Bed
Martolod
Mab-den
Mab-Doue
Piv o kounañ
An Ene o vont hag o tont
O chetañ
O tichetañ
Diwar an avel
Avel an ankoua
Avel an amzer
Ruilhet gant taolioù-mor
Taolioù an ankoua
E-kreiz gwagoù an amzer
O vont hag o tont
E-kreiz c'hwezhadenn
Dibaouez
Ar vuhez didermen
Didermen
Pelec'h emañ ar sklêrijenn
Hent ar sklêrijenn
Sklêrijenn Doue
O c'hortoz an Anaon
O vont hag o tont
War an amzer
Amzer o tont hag o vont
Amzer a-vremañ
Da virviken ?
14:50 Écrit par Gwiaderarstered | Lien permanent | Commentaires (0) | Facebook |