compteur

Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

  • Beg ar Raz

    Imprimer

    Beg ar Raz2.jpg

    Beg ar Raz

     

    Beg ar Raz

    Beg ar Van

    Penn ar Bed

    Bed an Anaon

    Penn ar Vro

     

    Bro galed ha don

    Bro ar mor bras

    Bras ha don

     

    Selaou ar mor

    Divent ha don

    Didal ha don

    Didal ha du

     

    Soud ebed

    Goueled ebet

     

    Mor dizuj

    Mor kevrinus

     

    E-kreiz an avel

    Selaou a ran ar besketourien

    Anaon ar besketourien

    Steuziet e-kreiz ar mor don

    Mor Breizh

     

    Selaou a ran avel ar bedoù steuziet

    Selaou a ran mouezh

    An Anaon

    O ouelañ e-kreiz

    Ar mor don

    E-kreiz an avel

     

    Avel Mamm ar Bed

    O beilhañ war an Anaon

    O beilhañ war ar Bed

    O beilhañ

    Noz deiz

    War ar Vro

     

    Me a gar

    Me a gar

    Ar mor bras

    Mor Breizh

     

    Kof benniget

    Ar pobloù

     

    Pesked benniget

    Ar Bed

     

    Trugarekadennoù

    D'ar pesked

    D'ar besketourien

    D'hon Tad

    E-kreiz kalon

    D'hon Mamm

    D'ar Vuhez

    D'ar Spered Santel

     

    Amen

     

  • Mirout a ran ar sav-heol

    Imprimer

     

    lever de soleil.jpg

    Mirout a ran ar sav-heol

     

     Penn ar Bed

     Bed va c'halon

     Roc'h ar Bed

     

     Ar Bed all

     Roc'h benniget

     Roc'h va c'halon

     Kalon ar Bed

     

    Kalon ar Pobloù keltiek

     

     Sioul eo an amzer

     Dindan an heol benniget

     Ar Menezioù du

     Du ha fresk

     'Zo dihunet

     

     Sellout a ran va bro

     E-kreiz ar Vro

     E-kreiz Breizh

     

     Hiziv eo

     An amzer tremenet

     

    Hizio eo

     An amzer da-zont

     An amzer a-vremañ

     

     Kalon venniget

     Va bro

     

    Kalon venniget

     Pobl Vreizh

     

     Digor da c'halon

     Breur kozh

     C'hoar gozh

     

     Digor da frenestr

     Me zo dihunet

     

     Pediñ ar ran

     Va Doue

     Va Doue benniget

     

     Tad va breudeur

     Tad va c'hoarezed

     Tad benniget

     

     Joa a-vremañ

     Joa bepred

     

     Amen